Pornokratiezh
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/bc/F%C3%A9licien_Rops_-_Pornokrat%C3%A8s_-_1878_%282%29.jpg/220px-F%C3%A9licien_Rops_-_Pornokrat%C3%A8s_-_1878_%282%29.jpg)
Ar bornokratiezh eo an anv ijinet, hervez tud zo, gant ar c'hardinal italian Cesare Baronio er XVIvet kantved, hag a vez graet eus ur marevezh eus istor an Iliz katolik ma veze levezonet ar bibien, etre 904 ha 963, gant div vaouez eus tiegezh konted Tusculum : Teodora, gwreg ar senedour roman Teofilakt, hag o merc'h Marozia.
Hervez tud all e teu ar ger eus un droidigezh eus an droienn alamanek « Römisches Hurenregiment », implijet gant istorourien an XVIIIvet kantved, hag a dalv kement ha « gouarnamant roman ar gisti ».
Kregiñ a reas ar marevezh-se, anavezet ivez evel "gouarnerezh roman ar c'hourtizanezed", e 904 gant anvidigezh ar pab Sergius III, hag echuiñ er bloaz 935 pa voe bac'het Yann XI, mab da v-Marozia, ha Marozia hec'h-unan, gant Alberico II, a oa mab ivez da Varozia ha d'he fried kentañ Alberico Iañ.
Sede anvioù ar bibien a voe war gador sant Pêr en amzer-hont:
- Sergius III (904-911), serc'heg da Varozia,
- Anastaz III (911-913), marteze mab da Sergius III ha Marozia,
- Lando(913-914)
- Yann X (914-928), marteze lazhet war urzh Marozia
- Leon VI (928-928), marteze serc'heg da Varozia,
- Stefan VII
- Yann XI
Istorourien zo a astenn ar marevezh-hont betek ar bloaz 963, hag a laka anvioù pibien all el listennad:
Nemet ne oa ket ar bibien-se dindan levezon kourtizanezed ken, met dindan hini mab Marozia, Alberig II.
Levrlennadur
- Cesare Baronio, Annales ecclesiastici, 1538-1607
- Valentin Ernst Löscher, Historie des römischen Huren-Regiments der Theodorae und Maroziae, Lipsia, 1705
- Harlie Kay Gallatin, Church and Society in a Crisis Age: Tenth and Eleventh Century Europe
- Giuseppe Garibaldi, Il governo dei preti, Kaos edizioni, 2006